Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/95

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 86 —

a rafe dehoc’h c’hoarzin ma ne anavezit ket c’hoaz ar sezo ; rak ne gredfec’h biken e teufe netra a zoare var eur c’hreunen ken dister. Ma taol koulzgoude he had enn douar, heb ober van e rit goab anezhan, n’o pezo nemed tremen adarre goude eur pennad amzer, hag e kafot eur vezenn, laboused ann env o tiskuiza var he brankou. Ha pa c’hoarvez kement-ze hervez ma lavar ann Aviel, ar vezenn a dle beza kre hag huel peuzvad, rak al laboused ne zeuont ket da jomm var eur skour a blegfe dindanho, pe a ve izel aoualc’h evit beza tizet gant dourn ann dud.

Guelomp e pe c'hiz e c^hell al lezenn gristen beza henvel ouz ar c’hreunen sezo. Houma, diouz m’on euz lennet, a zo bihanik tre. Dister ha dister meurbet oa ive al lezenn gristen er pen kenta. Petra oa d'ar mare ma komse Hor Zalver anezhi ? Eur gelennadurez embannet ganthan enn eur c’hornik douar hebken, dirak eun nebeut tud ne reant ket peur-