Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/93

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 84 —

n’euz ket unan ker bihan hag hou-ma ; ha koulzgoude pa vez savet e teu brasoc’h eged ann holl louzaou, evel eur vezenn, ken na ziskenn laboused ann env da jomm var he skourrou. Eur barabolenn-all a lavaraz d’ezho c’hoaz. Henvel eo rouantelez ann env ouz ar goell a gemer eur vaouez da lakaat e touez tri muzulat bleud hag a ra d’ann toaz holl gôi. Ann iraou-ma holl, Jezuz ho displegaz d’ar bobl e parabolennou evit ma teuje da wir komz ar prophet a lavare : Me zigoro va genou da goms outho dre barabolennou, me a embanno traou a ioa kuzet abaoue ar penn kenta euz ar bed.


Ar c’hreunen sezo. — Kenteliou ann Aviel.


Eur barabolenn a zo eur gentel great enn eur gemeret evel skuer eunn dra anavezet mad, evit skolia var draou ne veler ket pe n’int ket eaz da goumpren