Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 83 —
pec’her-ze a ra d’ehoc’h ker braz anken.
Penaoz bennag a c’hoarvezo, goude m’oc’h euz great ho tever, n’en em jalet ket ma chomm c'hoaz dreok enn dachenn. Dont a rai mare ann eost, da lavaret eo deiz ar varn, ha neuze Doue ha gemenno d’ann elez, he zervicherien, dastum ar bec’herien evel louzeier didalvez da deuler e tan ann ifern ; c’hui, avad, evel guiniz neat a vezo douget e grignol ho Tad euz ann env. Evel-se-bezet-great.
AR
C’HUEC’HVED SUL GOUDE AR ROUANED
(Sant Vaze, Chab. xiii.)
————
Jezuz a gomsaz c’hoaz ouz ar bobl dre ar barabolenn-ma. Rouantelez ann env a zo henvel ouz eur c’hreunen sezo kemeret gant eun den hag hadet ganthan enn he bark. Euz ann holl hadou