Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/91

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 82 —

ho bolontez vad. Ar pez o deuz da c’houzanv a berz ann dud direiz a dalv kalz dirag Doue. Paneved m’az euz tiranted ne ve ket a verzerien. Ma n’or be diezamant ebed, evit petra e ve roet d’eomp ar gurunenn a c’hloar ?

Kemeromp eta skuer diouz hon Tad euz ann env, ha bezomp dous a galoun e kenver ar re a fazi ; petra eo ar boan on euz ni gantho e kichenn ann dismegans a reont da Zoue ? Na zelaouomp ket ho c’henteliou ; mes heuliomp guelloc’h holl guzuliou ann Aviel, hag o velet hon oberou mad e teuint marteze da jench buez. Ouspenn-ze pedomp aliez evitho, ha grasou Doue o tiskenn puilloc’h varnho a c’hounezo ho c’haloun. Daelou ha pedennou santez Monika eo a ziarbennaz Aogustin dioc’h he zizursiou hag a reaz anezhan eur zant hag eun doktor brudet e Iliz Jezuz-Krist. Ne vank marteze nemed eur bedenn euz ho perz evit ma vezo treac’h d’he vual ïoulou ar