Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/85

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 76 —

ar pec’hed, ann or a drugarez zo bepred digor keit ha ma’z omp beo. Mes, arabat eo d’ezhan ive chomm pell amzer er stad-ze gant aoun na zeufe ar maro d’her skei.

Var evez oc’h c’hui bet evit en em zioual ouz ann dentasion ? Pa’z eo deuet da stourm ouzoc’h, galvet oc’h euz buhan ann Aotrou Doue d’ho sikour ? Mar oc’h euz great evel-se, kendalc’hit. Ma vec’h bet lezireg, grit guelloc’h hiviziken. Evel-se-bezet great.





AR PEMPED SUL GOUDE AR ROUANED
(Sant Vaze, Ch. xiii.)


————


Rouantelez ann env, eme Hor Zalver d’ar bobl, a zo henvel ouz eunn den a hadaz greun mad enn he bark. Mes, epad m’oa kousket ann dud, he adversour a deuaz varlerc’h da hada dreok e