Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/84

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 75 —

ar re zantela, neuze, heb gedal ma vezo dirollet neat ar brezel pe kroget ann tann guall, eo ret pedi Doue hag ar Verc’hez. Hor c’hlevet a raint, kredit mad, hag ann Tad karantezuz a ziredo ker buhan da ziframma he grouadur digant al loen didruez a ioa o vont d’hen lounka.

Mar grit evel-se, ann dentasion, ec’hiz a lavar sant Paol, a vezo talvouduz d’e-hoc’h ; kaeroc’h plas o pezo er baradoz. Lakit evez avad na zeufec’h d’en em huelaat evel m’o pe gounezet dreizoc’h hoc’h unan. Anavezit eo dre c’halloud ha madelez Doue oc’h euz trec’het ann enebour ; lavarit bennoz d’ezhan, evel m’eo dleet, hag e skuillo varnoc’h grasou nevez.

Mes, ne jomm ket atao ar gounid gant ann ene kristen. Avechou, siouaz, e tihun re zivezat, hag ema dija taget araok ma sonj trei he zaoulagad varzu ann env. Petra rai neuze ar pec’her paour ? Morse, da vihana ne dle falgalouni o tifiziout euz madelez Doue. Peger braz bennag e ve