Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/83

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 73 —

amzer var bag he ziskibien. Guelet aoualc’h a rea evelkent ar pez a dremene, ha ne c’hortoze nemed eur gomz a berz ann dud-ma evit rei sikour d’ezho ; ar re-ma avad a vije bet beuzet sur aoualc’h paneved m’oa digor ho daoulagad gantho ha ma teujont da zihuna ho mestr. Evidomp-ni, hon difennour n’eo na moredet na kousket, non dormitabit neque dormiet, eme ar roue David.

Mes, petra bennag ma chomm bepred divorfil, evelato e c’houlenn beza galvet abarz astenn he zourn gallouduz d’hon harpa. Rak-ze, pe ez eo deuet ann dentasion d’hor c’hlask, pe ni a zo bet ken diskiant d’en em daoler dirazhi ac’hanomp hon unan, raktal ma klevomp ann avel o krozal, savomp hor mouez ec’hiz ann ebestel, o lavaret da Jezuz : Salva nos, perimus ; skoazell, aotrou, pe ni a zo kollet ! Ia, pa zav reuz gant hon techou fall, pa zeu Satan da c’hueza var ann eulven hudur a gaver memez e kaloun