Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/86

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 77 —

mesk ar guiniz, hag a ieaz kuit. Pa oue savet huel ann ed ha deuet pennou varnhan, ann dreok a zispakaz ive. Ha setu servicherien ann tad a famill o tont da lavaret d’ezhan : Aotrou, n’o poa c’hui ket hadet greun mad enn bo park ? Penaoz ez euz eta dreok ennhan ? Hag hen a lavaraz d’ezho : Va enebour en deuz great-ze. Mad, eme ar zervicherien d’ezhan, c’hoant oc’h euz ez afemp da zastum ann dreok ? Nan, emezhan, gant aoun na zeufac’h enn eur zastum ann dreok da zisc’hrizienna ive ar guiniz. Lezit ann eil hag egile da greski beteg ann eost, ha d’ar mare-ze, me lavaro d’ann eosterien : dastumit da genta ann dreok ha grit hordennou anezho da zevi ; goude-ze kasit ar guiniz em grignol.


Pec’herien ha sent mesket var ann douar.


Evesaomp eunn nebeut ouz ar gelennadurez a ro d’eomp Hor Zalver er bara-bolenn-ma.