Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/79

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 70 —

saveteit, mont a reomp da goll. Ha Jezuz a lavaraz d’ezho : Perak oc’h euz aoun, tud laosk a feiz ? O sevel neuze e kemennaz d’ann avel ha d’ar mor ; hag ann amzer a deuaz sioul braz. Souezet holl, ann dud a ioa eno a lavare : Piou eo he-ma pa zeu ann avel hag ar mor da zenti outhan ?


Ann tentasionon.


Hervez ann Tadou Santel, er gentel-ma ar mor a zo eur skeud euz hor buez var ann douar, ar vag eo ann ene kristen, hag ar gual amzer a verk ann tentasionou a zeu ken aliez da stourm ouz pep hini ac’hanomp. Deskomp eta gant ann ebestel petra on euz da ober evit miret n’ez afemp da goll.

Evit tentasionou or bezo sûr, epad hor iaouankiz, e kreiz hor brud, ha beteg er gozni. Ann enebour ne espern ket ann eil mui eged egile. Ann hardisegez en