Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/78

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 69 —


Eveseat o p’oa c’hui betehenn ouz ar c’henteliou-ze ? Sonjal a reac’h eo ar pec’hed marvel, ha dreist holl ar pec’hed vil ho prasa enebour ? Grit hirio eur zell ouz ho koustianz ha mac’h en em gavit taget gant ar c’hlenved heuzuz-ze, it, evel ann den lor, da gaout Hor Zalver, kovesait ho pec’hejou gant glac’har ha fizianz, ha Jezuz ive ho pareo. Evel-se-bezet-great.





AR PEVARE SUL GOUDE AR ROUANED
(Sant Vaze, Ch. viii.)


————


Jezuz o veza pignet enn eur vag, he ziskibien hen heuliaz. Ha setu dirollet var ar mor eur barr-amzer spountuz ken na veze goloet ar vag gant ann tarziou. Koulzgoude Hor Zalver a ioa kousket. He ziskibien avad a dostaaz outhan hag hen dihunaz o lavaret : Aotrou, hor