Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/80

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 71 —

devoue, diouz a lennomp enn Aviel, d’en em gemeret ouz Hor Zalver he unan, o tispaka dirag he zaoulagad madou hag henoriou evit ober d’ezhan kaout avi outho. Penaoz eta e vemp-ni lezet e peoc’h ? Ar venac’h hag al leanezed enn ho c’houenchou a vezo, koulz ha tud ar bed, heskinet gant ar c’hik hag ann drouk-spered. Ia, goude ma vec’h tost da Zoue, ouz he bedi noz ha deiz, pe oc’h ober pinijennou kalet evel darn euz ar zent er c’hoajou, c’hui a vezo tentet. Jezuz a ioa er vag gant ann ebestel pa zirollaz varnho ar barr-amzer. O sellet piz e velimp memez eo ann eneou santel o deuz muia da c’houzanv ; ha kement-ze a zo ez aoualc’h da goumpren. Rak, Doue a fell d’ezhan kaeraat bepred kurunenn he zervicherien. C’hoant en deuz ive da c’houzout beteg pegeit ez a ho nerz kaloun. Meur a hini a lavar e ve joa gantho mervel evit ar feiz, ha pa dal emaint oc’h en em glemm raktal ma stourm eur boan bennag outho.