Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/70

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 61 —

o senti ouz ho polontez santel, diskuezit da bep kristen ann hent oc’h euz merket evithan, ha grit d’ezhan beva hervez lezennou ar stad-ze. Evel-se-bezet-great.

Taolit evez. — Pa ziguez Pask abred, e vez nebeutoc’h a zuliou etre ar Rouaned hag ar Septuajesim, ha dre-ze ive muioc’h a zuliou etre Pantekost hag ann Azvent. Mac’h erru ar Septuajesim goude ann eil, ann trede, ar pevare pe ar pempved sul varlec’h ar rouaned, ar c’henteliou lezet neuze a gostez, a gavo ho flas etre ann trede hag ar pevare sul varn’-nn-ugent goude Pantekost.





ANN TREDE SUL GOUDE AR ROUANED
(Sant Vaze, Ch. viii.)


————


Jezuz o veza diskennet divar ar menez, eunn niver braz a dud a ieaz var he lerc’h ; ha setu eunn den lor o tont ive hag ouz Hen adori enn eur lavaret : Aotrou, ma’r fell d’ehoc’h c’hui a c’hell