Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/71

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 62 —

ma farea. Ha Jezuz oc’h astenn he zourn varnezhan a lavaraz : Falvezout a ra d’inn, bezit pare. Ha raktal en em gavaz pare diouz he glenved louz. Diouallit, eme Jezuz d’ezhan, na lavarfec’h ger da zen ebet ; mes, it, en em ziskuezit d’ar beleg, hag evel m’eo kemennet gant Moizez, roit ar prof a vezo eunn testeni evitho. Hor Zalver o veza eat goude e kear Kapharnaum, eur c’hantdener a dosteaz outhan enn eur ober ar bedenn-ma : Aotrou, va mevel, er gear, a zo seizet he izili hag a c’houzanv poan griz. Mad, eme Jezuz d’ann den-ze, me a ielo hag a rai d’ezhan ar iec’hed. Hag ar c’hantdener da lavaret adarre : Aotrou, ne veritan ket e teufec’h d’am zi ; mes, lavarit eur gomz hebken, ha va zervicher a vezo pare : rak, me zo eunn den dindan galloud re all, ha soudardet ive dindanhon ; ha koulzgoude e lavaran da he-ma : kea, hag ez a ; d’egile : deuz, hag e teu ; d’am zervicher : gra