mant ar briadelez e reot eur zakrilach, hag e leac’h kaout ar grasou oc’h euz ezomm evit miret holl deveriou ar stad-ze a zo ennhan kalzik poan a gorf koulz hag a spered, e lakeot malloz ann env da ziskenn varnoc’h ; ha penaoz e ve guir euruzdet enn eunn tiegez diazezet var droulans ann Aotrou Doue ?
Deiz hoc’h eured klevit ann oferen gant eur feiz beo, hag en em ziouallit diouz ann dizursiou ker stank brema etouez ar gristenien. Evit ann dud a zo pedet da leina, mirit ive, mar gellit, n’en em daolfent d’ar vesventi ha d’ann ebatou diskiant goest da bellaat diouzoc’h Hor Zalver hag he vennoz oc’h euz goulennet dre bedennou ar beleg.
Ma veler hirio kement a briejou a zo evel merzerien ann eil gant egile, eo abalamour n’o deuz ket heuliet ann aliou-ze araok ha goude dimezi.
Pedenn. — O va Doue, pa’z eo guir ne gaver ar peoc’h hag ann euruzdet nemed