Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/68

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 59 —

guelit c’hoaz piou da gemeret, rak braoc’h eo beva gant ann eil eged gant egile. E koumpagnunez tud vad e chommer fur, e gual goumpagnunez en em goller. (Ps.17.) Rak-ze ar gerent a dle ive dioual da zellet re ouz ar madou ha da veza kaoz d’ho bugale d’ober eunn dimezi fall.

Ar vrud-vad hag ar furnez
A dalv hirroc’h eged danvez.

Petr’a c’hounezo ho mab hag ho merc’h o kaout berniou arc’hant, ma’r bezont evel enn eunn ifern var ann douar, hag e tro c’hoaz da veza daonet siouaz d’ezho ?

Evidoc’hui tud iaouank o vont er bed, goude m’o pezo great eur choaz mad ha fur, kemerit skuer dioc’h ann daou bried a gomser anezho enn Aviel hirio. Pedit Jezuz hag he Vamm zantel d’hoc’h eured, da lavaret eo, en em lakit e doare da blijout d’ezho o kempenn hoc’h ene dre eur gonfesion vad. Ma’r bez ar pec’hed marvel enn ho kaloun pa resevit sakra-