Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/67

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 58 —


Mes, klevit petra lavar d’eomp ar Spered-Santel : « Na fiziit ket var ho skiant hoc’h unan (Prov.,iii)… kemerit ato kuzul digant eunn den gouiziek bennag. » (Tob., iv. 19). Ma’r d’eo ret heulia ar gentel-ze e peb mare, var gement-ma, sûr aoualc’h, euz muioc’h eged biskoaz ezomm d’hen ober.

Digant piou orbezo sklerijenn ? Digant Doue da genta ; hag abalamour da ze e tleomp her pedi stard hag aliez. Eur c’hrouadur pe eunn den iaouank kristen a c’houlenno ive ali he dad hag he vamm ; mes, evithan ne vezo netra c’hreat nemed var ger ar c’honfesour en deuz karg d’her bleina. Dioc’h ar pez a anavez euz hor buez tremenet, hennez peurvuia a c’hell barn petr’ e vezimp enn amzer da zont, ha lavaret e pe hent e vezo easa d’eomp ober hor silvidigez.

Goude m’oc’h euz anavezet bolontez Doue, lakit evez da zenti outhan. Ma sonj d’ehoc’h beza galvet da stad ar briadelez,