lezet ann den enn he ziviz. Dimezi, pe chomm dizemez er bed ; mont da veleg, da vanac’h pe da leanez, great pep hini hervez ma kavo guella. Evelato arabat eo sellet hebken ouz ann eazamant pe ar blijadur o pefe enn eur stad kent eged enn egile, mes evesait dreist pep tra evit gouzout dre be hent e vec’h sura da ziguezout er baradoz. He iec’hed, he zeskadurez, plegou he gorf hag he spered a verko da bep unan ar stad a zere outhan ; rak n’omp ket holl great er memez gabari, ha petra bennag ne fell ket da Zoue hor c’has du-ma pe du-hont eneb d’hor bolontez, evelato hor galv kentoc’h da eur stad eged d’eunn all ; ha ma kemeromp ann hini a blij d’hor c’hrouer, e kavimp enn nebeutoc’h a drubuill ha muioc’h a c’hrasou evit ober hor silvidigez. Talvouduz braz eo eta gouzout da betra omp galvet ; ha raktal ma vez deuet enn oad da choaz eur stad a vuez, pep kristen fur a dle poania da anaout bolontez Doue.
Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/66
Neuz