Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/61

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 52 —

adarre. Seul belloc’h e vec’h tec’het diouthan dre ho tizurziou, seul hirroc’h hent oc’h euz da ober abarz diguezout etre he zivreac’h karantezuz. Tevalijenn vraz zo enn dro d’ehoc’h ; hag ann drouk-spered a rai guasa ma c’hello evit ober d’ehoc’h kemeret aoun ha difizians. Mes, n’her selaouet ket. En em lakit ato enn hent ; hag, a veac’h ma viot diblaset, c’hui a velo ho Salver o tont davedhoc’h gant holl douzder ar pastor mad ; ma’r be ezomm ho kemero var he ziou skoaz evit ho tougenn d’ar gear.

E peb leac’h e c’heller koll Jezuz ; her c’haout a c’heller ive e peb leac’h. Heb gortoz ma’z afec’h d’her c’hlask aliez guech e tremen a dost d’ehoc’h hag e teu d’ho kervel, enn noz koulz hag enn deiz. Eur plas zo koulzgoude, choazet ganthan evit chom enn hon touez, ann iliz. Mari ha Joseph a gavaz Jezuz enn templ. C’hui ive, pec’her keaz, her c’havo enn iliz, e kador ar binijenn. Kerzit eta d’en em