Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/62

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 53 —

dizamma euz ar beac’h pounner a zougit. Gant ar pec’hed, taolit ann drouk-spered e meaz hoc’h ene, ha Jezuz e zeui adarre davedoc’h. Ma’r be braz ho klac’har ha nerzuz ho karantez, e rai d’ehoc’h tanva, mui eged biskoaz. al levenez a gaver o veva unanet ganthan.

N’eo ket ar pec’hed hebken a ra d’hor Zalver pellaat diouzomp. Joseph ha Mari a ioa didamal e peb giz. Heb beza great pec’hejou braz, ann ene kristen a c’hell ive avechou en em gavout evel dilezet gant Doue ; ha setu ama perak kement-ze. Pa vez Jezuz ganeomp, eme levr ann Imitasion, pep tra a zo eaz ; mes, neuze ive hon oberou ha pedennou o deuz nebeut a dalvoudegez ; ha marteze c’hoaz ne zalc’homp d’ezho nemed abalamour d’ar blijadur a gavomp ouz ho ober. Hogen Doue a c’hoanta hor santelaat ha gouzout piou a labour dre garantez evithan. En em guzat a ra eta ouz he grouadur ; ha neuze ann ene paour a zo enn eur zec’hor