Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/60

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 51 —

madou pe eur gual darvoud all bennag a ra d’ezho guela dourek ; mes, ne reont vân ebet evit beza kollet Jezuz hag he varadoz. Penaoz koumpren henvelep dallentez ? Ret eo ne zonjfent ket e pe stad en em gavont.

Evit ar Verc’hez ha sant Joseph a zo glac’haret holl pa velont n’ema ket Jezuz enn ho c’houmpagnunez. Abalamour da ze e tistroont raktal var ann hent, oc’h ober goulenn anezhan e peb leac’h, ha ne baouezint ken n’o devezo her c’havet. Kemerit skuer dioutho, pec’her paour. Buhan ha buhan klaskit Jezuz ; rak ma n’her c’havit araok mervel, n’her c’hefot birviken. Ar maro a deu evel eul laer, pa vezer nebeuta var c’hed ; ha m’ar bezit skoet ganthan enn ho pec’hed, setu c’hui taolet pell diouz Doue evit ato.

Mari ha Joseph a oue tri devez o klask hor Zalver ; mes, ne falgalounent ket. Marteze e vezo ret d’ehoc’h ive poania eur pennadik araok kaout Jezuz