Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/59

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 50 —


Koll a rer Jezuz dre ar pec’hed.

Deiz hor badiziant oamp deuet da veza templ ar Speret-Santel ; pe, evit lavaret mad, tri fersoun ann Dreindet a ioa o chomm ennomp beteg m’omp kuezet er pec’hed marvel. Mes, Doue a dec’h diouzomp raktal m’on euz roet lojeiz d’he enebour, hag ann drouk-spered neuze a ziazez he gador enn hor c'haloun. E leac’h eunn tad a ioa holl santelez hag holl karantez, setu kemeret ganeomp eur mestr fallagr ha didruez.

Da heul gras ann Aotrou Doue on euz kollet ive ar baradoz ; rak evit mont da velet Jezuz e rouantelez ann env, eo ret derc’hel mad d’ezhan var ann douar. Pebez koll on euz great eta, siouaz d’eomp ! ha koulzgoude eleiz a gristenien ne ziskuezont enkrez ebet a gement-ze.

Maro eunn tad, eur vamm, eur breur pe eur c’hoar ; maro eur pried pe eur bugel ho laka da skuill daelou c’huero ; eur barrad klenved, eur c’holl enn ho