kreski e furnez hag enn oad a blije ive muioc’h-mui da Zoue ha d’ann dud.
Ouspenn senti ho-unan ouz lezenn Moïzes o vont d’ann templ evit ar goueliou, Joseph ha Mari a gase gantho ar mabig Jezuz. Koulzgoude ne oa c’hoaz nemed daouzeg vloaz, ha Nazareth a ioa pell braz dioc’h Jerusalem. Pebez kentel evit ar gristenien a zo ken dieguz da vont d’ho iliz parrez, ha ken lezireg da gas ho bugale d’ann ofisou var zigarez ma vez eur pennadig hent da ober !
Mad, petra bennag ma reant ho dever, Doue a zigasaz evelato kroaz hag enkrez d’ann daou bried santel. Koll a rejont Jezuz ! Mes, kement-ze a ziguezaz evit rei tro d’eomp da zeski gantho penaoz klask hag e pe leac’h kaout Jezuz ; rak ni ive a c’hell her c’holl, hag her c’holl a
reomp e guirionez, re aliez siouaz !
4