Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/57

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 48 —

ez edo er goumpagnunez e rajont eunn devez bale. Neuze her c’hlaskent etouez ho c’herent hag ho anaoudegez ; hag evel n'her c’havent ket e tislrojont da Jerusalem, oc’h ober enklask anezhan. Ha setu abenn tri devez her c’havjont enn templ azezet e kreiz ann doktored ouz ho zelaou hag oc’h ober goulennou outho. Kement hini her c’hleve a ioa souezet euz he furnez hag euz he gomsou. He gerent a oue sebezet ive ouz he velet eno. Hag he vamm a lavaraz d’ezhan : Va mab, penaoz oc’h euz great kement all d’eomp ? Ho tad ha me a ioa nec’hed maro ouz ho klask. Evithan a lavaraz d’ezho : Petra oa d’ehoc’h va c’hlask ? Ne c’houiec’h c’hui ket eo ret d’inn en em rei d’ar pez a zell ouz va Zad ? Hi ne goumprenchont ket ar gomz a lavare d’ezho. Diskenn a reaz gantho evit mont da Nazareth, hag outho e sente. He vamm a zalc’he ann traou-ze holl enn he c’haloun. Evit Jezuz o