Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 47 —
Evit guir, ïoul ann treitour Herodez oa lamet he vuez digant Jezuz. Mes, eur c’halz euz ann dud a zarempredit a zo goest ive da laza Doue enn ho kaloun, oc’h ober d’ehoc’h koll he c’hras hag he garantez. Tec’hit eta divar ann hent milliget-ze !
Pedenn. — O va Zalver, p’am euz bet ann eur-vad d’ho kavout dre ar feiz, grit d’inn beva ha mervel tost d’ehoc’h, evit m’ho kuelinn eunn deiz e sklerijenn ar baradoz ! Evel-se-bezet-great.
AR ZUL KENTA GOUDE AR ROUANED
(Sant Lukas, Ch. ii.)
————
Pa oue Jezuz daouzeg vloaz, Joseph ha Mari eat da Jerusalem evel m’oant boazet, evit ar gouel, a zeuaz kuit goude m’oa echu, hag ar c’hrouadur a jomaz e kear heb gouzout d’he dud. O kredi