Kimmiada ken trumm diouz ho c’herent, ha marteze n’ho guelint mui ! Petra a vezo lavaret divar ho fenn ? Ha mac’h en em dromplont gant ar steredenn-ze ? Perak da vihana ne gemerfent ket amzer d’ober ho zonj ? — E guirionez, kant ha mil guech tro a gavent da zale pe da jomm heb diblas a grenn, hag eur c’halz ac’hanomp-ni, a dra zûr, ne vijent ket en em lakeat enn hent. Mad, o c’hortoz eunn nebeut hebken, ann tri roue a ioa e danjer da veza kollet ; rak leac’h zo da gredi ne baraz ket pell-amzer ar steredenn burzuduz ; hag eur vech eat digantho ar sklerijenn digaset euz ann env, penaoz o divije anavezet ar Mabig Jezuz ?
Ar steredenn, eme ann doktoret, a zo eur skeud euz a c’hrasou Doue roet da bep den evit skleraat he spered, evit her bleina varzu ar baradoz. Eur brezegen a glevomp, eunn ali fur, eur skuer vad roet d’eomp, eur maro trumm pe eur gual darvoud diguezet enn hor c’hichenn a