Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/53

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 44 —

sko eunn taol enn hor c’haloun. Setu ar steredenn o para hag o tiskuez ann hent. Kerzomp buhan avad ; rak ar goulou ne bado ket pell marteze : hag o veza chomet enn devalijenn dre hor leziregez, ni a en em gollo. Nag a dud, siouaz d’ezho, a zo kuezet enn ifern abalamour m’o deuz sarret ho daoulagad ouz sklerijenn ann env, o lavaret : divezatoc’h, divezatoc’h !

Diblas zo eunn dra gaer ; mes, ret eo ouspenn kenderc’hel da vale ehun petra bennag a zeufe da glask hon tistrei. Sentidigez ar rouaned a oue paduz : koulzgoude n’eo ket enkrez a vankaz d’ezho. E kichenn Jerusalem, ar steredenn a guzaz. Pe du troi hiviziken ? Pa’z eo guir e klaskont ar roue nevez ganet, n’oufent ober guell eged mont da balez Herodez. Mes, nag hema na tud he di n’o deuz klevet hano euz ar c’hraouadur. Brema eo sklear aoualc’h int faziet. Petra rafent nemed mont d’ar gear ? Nann, nann, ne