Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/51

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 42 —


Senti ouz mouez Doue.


Ar rouaned-ma a ro meur a gentel d’ar gristenien ; mes, kaout a reomp ennho, dreist pep tra, eur skuer a zentidigez evit deski d’eomp selaou mouez ann Aotrou Doue, bep vech ma teu d’hor c’helenn pe dre ar sklerijenn euz ar c’hras, pe dre gomsou ar re en deuz karget da zeski d’eomp hent ar baradoz.

Sentidigez ar rouaned a oue prount ha paduz.

Kentre m’ac’h anavezont er steredenn ar merk euz ginivelez Hor Zalver, setu hi o tiblas. Klevit petra a lavaront da Herodez ha d’ar Iuzevien : Vidimus… et venimus, guelet on euz… hag omp deuet. Dale ebet. Koulzgoude n’oa ket diez d’ezho kaout digareziou da jomm er gear : Mont keit all a dreuz broiou el leac’h ne c’houzont hent ebet ! Beachi e kreiz ar goanv ! Dilezel ho rouanteleziou ha beza kement a dud hag a draou enn ho c’harg !