Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/50

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 41 —

Israel, va fobl, ouz her bleina. Neuze, Herodez, o veza galvet ar rouaned a gostez, a boaniaz da c’houzout digantho pe vare oa en em ziskuezet d’ezho ar steredenn ; ha goude ho c’hasaz da Vethleem : It, emezhan, ha grit enklask piz divarbenn ar bugel ; ha p’o pezo her c’havet, kemennit d’inn, ma c’hellinn me ive mont d’hen adori. Goude beza klevet kement-ze, ar re-ma a ieaz enn hent. Ha setu ar steredenn o devoa guelet e tu Sao-Heol, o vont adarre enn ho raok, beteg ma chomaz a zav pa oue diguezet a zioc’h al leac’h m’edo ar c’hrouadur. Pa veljont ar steredenn e oueut karget a joa. Hag o vont enn ti e kavjont ar bugel gant Mari, he vamm, hag e taoulinjont evit hen adori. O veza neuze dispaket ho zenzoriou e kinnigchont dezhan e prof aour, ezans ha myrh ; hag evel m’o devoa bet epad ho c’housk difenn da zistrei beteg Herodez, ez ejont dre eunn hent all d’ar gear.