Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 40 —
EVIT GOUEL AR ROUANED
(Sant Vaze, Ch. ii.)
————
Jezuz o veza eta ganet e Bethleem, er Judee, enn amzer ar roue Herodez, setu rouaned euz ar Zao-Heol o tont da Jerusalem hag o lavaret : E pe leac’h ema ar roue zo ganet d’ar Iuzevien ? Rak ni on euz guelet he steredenn e tu Sao-Heol hag a zo deuet d’hen adori. Pa glevaz ann dra-ze, Herodez ha ganthan Jerusalem holl a oue nec’het braz. O c’hervel eta holl brinsed ar veleien hag ann dud desket euz ar bobl, e c’houlennaz outho e pe leac’h e tlie ar C’hrist genel. Ar re-ma a lavaraz d’ezhan : E Bethleem, er Judee ; rak skrivet eo gant ar prophet : Ha c’hui Bethleem, e douar Juda, n’hoc’h ket ann distera e touez keariou ar vro-ze ; rak, ac’hanoc’h e teui ann hini a vezo e penn