dilezet gant he ebestel, ha goapeat gant ann holl. Petra bennag ma lezaz ar vourrevien he buez gant ar vamm baour, peb unan a anzavo e c’houzanvaz eharz ar groaz eur verzerinti skrijuz. Ia, he c’haloun a oue, e guirionez, treuzet gant eur c’hleze a c’hlac’har.
Ar Verc’hez Vari e deuz bet da herzel ouz poaniou hag enkrezou spountuz, hi koulzgoude a viskoaz ha bepred dibec’h ! Ha me pec’her am be c’hoant beza espernet er bed-ma hag er bed-all ?
Mab Doue a zo deuet evit silvidigez ann holl ; hag evelato kalz tud, abalamour d’ezhan, a vezo kollet ha goasoc’h barnet. Ia, ma ne lakaan he c’hrasou da dalvezout ervad, oa guell dinn n’am bije morse hen anavezet.
O, va Zalver, grit d’inn eta senti ouz ho lezenn, m’am bezo perz er baradoz oc’h euz prenet evidon. Evel-se-bezet-great.