vezo kalz tud kollet abalamour d’ezhan ? Ia, guir eo ; rak ar Spered-Santel hen lavar d’eomp sklear ha freaz.
Mes, penaoz e c’hoarvezo ann dra-ze ? N’eo ket diez her c’houmpren. Seulvui a vadou a ve lakeat etre ho taouarn, seulvui e c’heller gortoz diganeoc’h. Mab Doue o veza eta deuet he unan da gelenn ann dud, neb a rai skouarn vouzar a vezo goasoc’h he bec’hed eged hini ar re a jome guechall heb selaou ar batriarchet hag ar bropheted. Diskuezet en deuz d’ar bec’herien he holl vadelez ; ho gervel gant douzder hag ho gourdrouz tro ha tro, pep tra en deuz great evitho. O kenderc’hel enn ho dallentez ez int eta pennou kalet, ha dourn Doue a guezo pounneroc’h varn’ho. E leac’h beza ho Zalver, Jezuz a zo evitho, hervez komz sant Paol, ar garrek a vruzuno kement a iel da stoka outhi. Hogen, eur moraer a ve brevet he vag ouz ar reier, eunn den a ve kuezet divar eur mean ruill bennag ne dleont