Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/46

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 37 —

tamall nemetho ho-unan ; rak d’ezho oa taoler evez ouz ho hent : diskiant e ve ive ar pec’her oc’h en em glemm euz ann Aotrou Doue, pa vezo skoet didruez evit beza gual implijet grasou ann env.

Eur c’hleze, eme Simeon, a dreuzo kaloun ar Verc’hez. Bez’ e devoa dija, ar vamm baour, tanveat kalir he mab benniget. Pa gavaz dor zarret aberz bourc’hizien Bethleem, pa oue ret d’ezhi tremen ann noz enn eur c’hraou ha genel he c’hrouadur e mesk al loened, he melkoni a oue braz a dra zûr. Koulzgoude laouenedigez e devoa ive o klevet kantikou ann Elez, o velet ar bastored diredet raktal da zaoulina dirag ho Zalver. Ia, daoust mac’h anaveze kement a ioa da c’hoarvezout hag ar maro kriz en divije da c’houzanv, bete henn e c’helle, eur pennadig bennag da vihana distrei he spered dioc’h eur zonj ken ankeniuz. Mes,hiviziken komsou Simeon o chom evel skrivet er beo euz he c’haloun, a rai anezhi eur verzerez.