Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/44

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 35 —

genta ann Aotrou Doue a ziskuillaz kement a zelle ouz ar bugel burzuduz ; mes ne ouient ket oa roet ar sklerijenn-ze da re all c’hoaz ouspenn d’ezho.

Daou dra, evelato, a skoaz muioc’h ho spered : Gouzout e vije kollet kalz tud abalamour da Jezuz, ha treuzet kaloun he vamm gant eur c’hleze.

Doue a fell d’ezhan e ve ann holl salvet ; hag eil fersoun ann Dreindet a zo diskennet var ann douar evit diframma digant Satan ann eneou keiz a stleje varzu ann ifern. Penn da benn enn Aviel n’euz hano nemed a drugarez Hor Zalver evit ar bec’herien. N’en deuz ken ïoul nemed ober d’ezho chench buez evit ma vevint da viken er baradoz. Lavaret a ra beza, ha bez’ ez eo, e guirionez, ar pastor mad, ar mesaer karantezuz a gerz noz deiz varlerc’h ann danvad dianket, ha p’en deuz her c’havet, hen laka var he ziouskoaz gant aoun na ve skuiz o tistrei d’ar gear. Ha goude kement-ze c’hoaz e