Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/43

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 34 —

servicha Doue dre ar iun hag ar bedenn. O tiguezout ehun varlerc’h Simeon, en em lakeaz ive da veuli Doue ha da gomz euz ar bugel da gement hini a c’hortoze eur Zalver evit Israël. Goude beza great pep tra hervez al lezenn, Joseph ha Mari a zistroaz d’ho c’hear e Nazareth, er Galilee. Evit ar c’hrouadur a greske hag a deue nerz dez’han ; leun oa a furnez ha karget a c’hras Doue.


Jezuz douget d’ann templ.


Pa oue deuet ar mare merket e lezenn Moizez, sant Joseph a ieaz gant ar Verc’hez hag ar Mabig Jezuz da dempl Jerusalem ; eno e c’hoarvezaz ar pez a lennomp enn Aviel hirio hag a zo eur gelennadurez kaer da bep hini ac’hanomp.

Joseph ha Mari a ioa souezet o klevet komsou ar bastored ha re ann den santel Simeon. N’eo ket n’o divije anaoudegez euz ann traou-ze holl ; rak, d’ezho da