Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/42

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 33 —






AR ZUL GOUDE NEDELEK
(Sant Lukas, Chab. ii.)


————


Enn amzer-ze, Joseph ha Mari, mamm Jezuz, a ioa souezet euz ar pez a lavaret anezhan. Simeon a roaz d’ezho he vennoz hag a lavaraz da Vari, he vamm : « Setu eur bugel hag a rai da galz tud e Israel beza kollet, ha da galz all beza salvet ; enebi a vezo great outhan ; hag eur c’hleze a dreuzo hoc’h ene d’ehoc’hui, evit ma vezo dizoloet ar mennoziou a ioa e niver a galounou. » Bez’e oa ive eno eur brophetez hanvet Anna, merc’h da Phanuel, euz Tribu Azer ; houma a ioa dija oajet braz ; guerc’hez pa zimezaz, e devoa bevet seiz vloaz gant he fried. Abaoue oa intanvez, hag hi neuze pevar bloaz ha pevar-ugent.

He holl amzer a dremene enn templ o

3