delez e komz ouz ar bastored a ioa spountet o velet ann eal hag ar sklerijenn a lugerne enn dro d’ezhan. « Nolite timere ; n’o pezet ket aoun, emezhan ; rak, me zeu ama gant eur c’helou dudiuz ; e Bethleem, enn noz-ma ez euz ganet d’ehoc’h eur Zalver. » A dra zûr, Jezuz zo diskennet euz ann env evit ann holl, hag evit prena kement hini a ioa var hent ann ifern. Mes d’ehoc’hui, mesaerien baour, d’ehoc’hui, var a lavar ann eal, e vezo he c’hrasou kenta.
C’hui holl a lenno ar gentel-ma, hag a zo peurvuia tud a boan, micherourien ha labourerien douar, digorit eta ho kaloun d’al levenez ha digemerit gant feiz ha karantez ar Zalver a zeu hirio daved-hoc’h. Ha ma n’oc’h ket chomet ato didamal dirak Doue, kemerit hiviziken ann hent ehun evit m’o pezo perz er peoc’h kinniget d’ann dud a volontez vad. Evel-se-bezet-great.