Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/40

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 31 —

ioulou direiz ar c’horf, a ioa kuezet e stad al loened mud. Comparatus est jumentis insipientibus et similis factus est illis. Ret oa eta d’hor Zalver diskenn beteg eno d’hor c’hlask ; hag abalamour da ze e falvezaz d’ezhan genel enn eur c’hraou. Pebez karantez, o va Doue, oc’h euz bet evit ar pec’her !

Eur burzud all a velomp c’hoaz enn Aviel hirio. Jezuz a ioa euz lignez David, ha pa deui rouaned ar Zao-Heol d’hen adori e c’houlennint e pe leac’h ema ar roue zo nevez ganet d’ar Iuzevien. D’ann noblans, d’ann dud e kargou huel e tliet eta kas ar c’henta kelou euz he c’hinivelez. Mad, peorien geiz, diouallerien denved a glevo araok ar re all ann nevezinti gaer-ze. Ha piou e vezo ar c’hannad kaset d’ezho ? Eunn all dibabet etouez ar sperejou tosta da Zoue ; kredi a rer oa ann Arc’hæl Gabriel, ann hini a ioa bet dija o saludi ar Verc’hez evel Mamm Salver ar bed. Ha klevit gant pebez ma-