Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/39

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 30 —

kement a dud a ioa deuet da lakaat ho hano, ne c’hellet ket rei lojeiz d’ann holl, hag ann hostizien, eaz eo gouzout, a zigemere ar re binvidik a baëe ann hirra. Ann daou bried santel ne gavjont digor e neb leac’h, ha pa deuaz ann noz, en em dennchont enn eur c’hraou diaveaz kear. Eno e c’hanaz ar Verc’hez he mab benniget, ann hini a zo perc’henn ann env hag ann douar. Ma vec’h souezet a gement-ze, dalc’hit sonj e teue Jezuz da zeski d’eomp ober pinijenn ha disprizout danvez hag henoriou ar bed-ma. Rak-ze e c’hoanteaz rei ar c’henteliou-ze azaleg ar penn kenta, hag oc’h en em lakaat izeloc’h eged ann distera ac’hanomp. A galz traou oc’h euz dienez marteze ; mes, n’eo ket lavaret e ve hini ac’hanoc’h ganet enn eur c’hraou. Piou a gredo eta hiviziken en em glemm euz he baourentez ?

Eunn eil digarez en devoa Jezuz da c’henel er plas-ze. Ouspenn staga ho c’haloun ouz ar madou, ann dud oc’h heulia