Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/38

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 29 —

pep tra er bed-ma. Pa gaf d’ann dud emaint oc’h ober ho fenn ho unan, pa zonj d’ezho enebi ooz roue ann envou, neuze eo int kaset ha digaset ganthan hervez he volontez ; hag heb gouzout d’ezho, enn despet d’ezho, meur a veach, e roont ann dourn d’ar mestr holl-c’halloudeg evit kas da benn kement a felle d’ezhan a vije great. Rak-ze n’en em jalomp ket evit guelet ann traou o c’hoarvezout dishenvel diouz ar pez a glaskemp hag a c’hortozemp evel ar guella. Gant ne raimp netra eneb hor c’houstianz, bezomp dinec’h, o c’houzout, evel a lavar sant Paol, e kavo Doue bepred ann tu da reiza ar bed evit he vrasa gloar hag evit mad he vignouned.

Petra bennag ma’z oant paour, sant Joseph hag ar Verc’hez o devoa eunn tiik e Nazareth, hag ho bara a c’hounezent ive var boez labourat aketuz. O chomm er gear-ze ar Mabig Jezuz a gave eta toen vad d’he c’houdorri. Mes, e Bethleem,