Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/370

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 361 —

ar Spered-Santel, e skuillont daelou puill : Euntes ibant et flebant. Mes, Jezuz ne gomz ket euz euruzdet ar vuez-ma ; ha petra bennag ma c’hoar o deuz ar guir gristenien kalz ha kalz da c’houzanv var ann douar, e lavar d’ezho en em laouenaat, ha leac’h o deuz d’hen ober ; fak ar poaniou hag enkrezou-ze a zo berr ha skanv, momentaneum et leve, eme zant Paol ; e skoaz al levenez a dalvezint d’eomp enn envou a bado da virviken.

Mes, petra eo eta ann euruzdet miret gant Doue d’he zervicherien ? Sant Paol a oue eunn deiz savet beteg hueldet ar baradoz, ha pa oue diskennet ac’hano e komze evelhen : « Lagad ann den n’en deuz biskoaz guelet, he skouarn klevet, nag he galoun tanveat, ar pez a roi Doue d’ann neb her c’har. » Sant Iann, bet digoret ann envou dirazhan, ne c’hell ket ken nebeut rei da anaout ann traou dudiuz diskuezet d’ezhan. Lavaret a ra koulzgoude en deuz guelet enn dro d’Hor