Zalver eur bobl tud a bep tro, ne c’houfet ket ho niveri ; hag hi holl guisket e guenn hag o kana a vouez huel, ar pez zo eur merk sklear a levenez. Evit m’or bezo muioc’h mui a c’hoant da gaout perz er rouantelez-ze e tisklerio c’hoaz ne’z euz eno naoun na sec’hed, ne vezo morse re domm na re ien, ha Doue, emez-han, a zec’ho ann daelou euz daoulagad ar zent, hag hiviziken ne anavezint mui guelvan nag ankenn ebet.
Pebez kemm a zo eta etre euruzdet ann douar hag hini ar baradoz ! Ama pa gav d’eomp beza dastumet madou aoualc’h evit en em viret diouz dienez, emaomp enn aoun rak al laer pe ann tân guall hor c’hasfe da baour e berr amzer. Ma chom hon danvez ganeomp, ar c’hlenved pe eur blanedenn all bennag a zeuio d’hor beac’hia, hag hon daelou, sec’het gant dourn eur breur pe eur mignoun, a redo adarre heb dale puilloc’h eged biskoaz.
O velet pegen dizaour eo plijadureziou