Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/369

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 360 —

oberou mad, rak d’ezho eo rouantelez ann env. Euruz c’hui hoc’h-unan, pa daolo ann dud malloz varnoc’h, pa raint gual vuez d’ehoc’h, pa lavarint peb droug ac’hanoc’h dre c’hevier, abalamour d’inn me ; neuze, en em laouenait ha tridet gant levenez, rak eunn digoll kaer oc’h euz er baradoz.


Euruzdet ar Baradoz.


Souezet braz e oue m’oarvad ann ebestel hag ar re all muioc’h c’hoaz o klevet ar gentel-ma ; rak, bete neuze n’oant ket kalz desket var skiant ar zent, hag hervez furnez ar bed, a dra zur n’eo ket brao kaout dienez, beza goapeat, gual-vrudet, hag evel breset dindan treid ann holl. M’ar d’eo guir e tride kaloun sant Paol hag hiniennou all, e kreiz ho zrubuillou, aliesoc'h koulzgoude e vez glac’haret mignouned Doue epad ma tougont ho c’hroaz. Meur a vech, diouz lavar