Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/368

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 359 —





GOUEL ANN HOLL ZENT
(Sant Vaze, Chab. V.)


————


Enn deiz-ze, Jezuz, o velet kalz tud enn dro d’ezhan, a bignaz var eur menez, ha pa oue azezet, he ziskibien a dostaaz outhan. Neuze en em lakeaz d’ho c’helenn enn doare-ma : Euruz ar re baour a spered, rak d’ezho eo rouantelez ann env. Euruz ann dud dous, rak m’o devezo ann douar a leve. Euruz ar re zo er guelvan, rak, laoueneat e vezint. Euruz ar re o deuz naoun ha sec’hed ar zantelez, rak bez’ o devezo hervez ho c’hoant. Euruz ann dud trugarezuz, rak ho-unan e kavint trugarez. Euruz ar c’halounou dinam, rak, indhi a velo Doue. Euruz ar re a glask ar peoc’h, rak galvet e vezint bugale Doue. Euruz ar re a vezo gual-gaset evit ho