Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/367

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 358 —

chench doare d’ann ti a oue, epad nao miz, lojeiz eunn Doue en em.c’hreat den. Ha mar d’eo deread rei c'hoaz brasoc’h gened d’ezhan, Hor Zalver her graio heb dale, ken na vezo souezet dirazhi ann elez hag ar zent a glevomp o c’houlenn ann eil ouz egije : Quœ est ista… ? Piou eo ar grouadurez-ze a zo ken dudiuz da velet ?

Digemeret eo eta ar Verc’hez korf hag ene er baradoz, ha kurunet gant ann Dreindet evel rouanez ann envou. Mes, evit beza savet ken huel, ne baouez ket da veza hor Mamm. Unanomp eta hor moueziou gant re ar sperejou euruz, evit kana meuleudi da Zoue ha d’ezhi. Pa’z eo ker mad ha ker gallouduz, bezomp bepred devot d’ezhi, hag e talc’ho da bep hini ac’hanomp eur plasik enn he c’hichenn. Evel-se-bezet-great.

————