Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/358

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 349 —

kement-ma, komprenet mad) ; neuze ar re en em gavo er Judee a vezo mall d’ezho redet d’ar meneziou ; neb a ve var ann doen, arabat d’ezhan diskenn da gerc’hat netra euz he di ; neb a ve er park zo mad d’ezhan ne zistrofe ket da glask he zae. Guaz a ze d’ar re a vezo o tougenn frouez pe o vaga enn deiziou-ze. Ha goulennit na vezo ket ret d’ehoc’h tec’hel epad ar goanv na d’ann deiz repoz ; rak neuze e vezo trubuillou, ne oue morse, azaleg ann amzer genta beteg hirio, ha ne vezo birviken, guelet ker braz. Ha paneved m’eo diverret ann deiziou-ze, den ne vije salvet. Mes, diverret e vezo ann deiziou-ze abalamour d’ann eneou dilennet. Neuze, ma lavar unan bennag d’ehoc’h : Ar C’hrist zo ama pe ahont, n’her c’hredit ket. Rak, dont a rai meur a fals Krist ha fals propheled gant burzudou braz ha traou souezuz goest da douelli mignouned Doue ho unan (ma vijo gellet hen