Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 348 —
zaoulinimp ouz taol zakr hon Doue, ouspenn kaout eur galoun neat, bezomp c’hoaz eur feiz kre hag eur guir garantez. Neuze, euz korf, goad, ene ha divinite Jezuz-Krist, e teuio eunn nerz burzuduz, goest d’ober sent ac’hanomp. Evel-se-bezet-great.
Taolit evez. — Pa vez Pask abred e chom muioc’h a zuliou goude Pantekost. Neuze e lakear ama ar c’henteliou n’o devoa ket kavet ho flas etre gouel ar Rouaned hag ar Septuajesim, o lezel atao da dosta d'ann Azvent Aviel ar pevare sul var’nn-ugent goude Pantekost.
DIVEZA SUL GOUDE PANTEKOST
(Sant Vaze, Chab. xxiv.)
————
Er mareou-ze Jezuz a lavaraz d’he ziskibien : Pa velot, el leac’h santel ann traou mantruz ha glac’haruz diskuillet gant ar prophet Daniel (neb a lenn