Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/356

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 347 —


Diouz a lennomp e Aviel sant Lukas, o tistrei ouz ar glanvourez, Jezuz a c’houlennaz piou en devoa touchet outhan ; hag ann ebestel, heb kemeret amzer d’ober ho zonj, a lavaraz : Mestr, c’hui fell d’ehoc’h gouzout piou enn deuz touchet ouzoc’h, p’ema ann dud a verniou enn dro d’ehoc’h ? Ia, guir eo, eme Hor Zalver, aliez hini zo stoket ouzinn ; mes, unan bennag zo en em gavet pare. Ha neuze ar vaouez keaz a roaz da anaout ar c’hras e devoa bet digant Doue. He feiz beo a reaz d’ezhi kaout ar iec’hed.

Brema, koulz hag enn deiz-ze, nag a dud a ia tost aoualc’h da Jezuz ! Bemdez emaint eharz treid ann aoter, pa ziskenn euz ann env dre gomsou ar beleg. Aliez guech hen digemeront enn ho c’haloun dre ar gommunion zantel ; ha koulzgoude, eleac’h parea, ho c’hlenvejou a ia bepred guasoc’h-guaz. Ann abeg a gement-ze eo ne dostaont ket ouz Hor Zalver, ec’hiz ma ve dleet hen ober. Evidomp-ni, pa