Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/355

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 346 —

d’ezho sklear aoualc’h : Hodie mihi, cras tibi. Va zro me, hirio ; varc’hoaz hoc’h hini ; ia, e kichen korf eur mignoun pe eunn amezeg o deuz ar galoun da c’hoari ha d’en em rei d’ar pec’hed. Deread e ve da vihana chom sioul, abalamour d’ann dud zo e kaon. Ar guir gristenien a raio guelloc’h, o pedi evit ann hini zo nevez tremened ; rak, tro a zo da gredi eo dalc’het er purgator, pa lavar kantik sant Mathurin :


Ha koulzgoude piou ann hini
Na iel ket siouaz ! da zevi,
Piou vo salvet heb mont enn tan ?
Var gant ne vezo ket unan.

Ra vezo eta miret enn nosveillou, ar c’hiz a ioa guechall da lenn eul levr devot bennag, da lavaret eur chapeled hag ar pedennou a dalvez muia d’ann anaoun. Neuze e c’hoarvezo kaeroc’h burzud eged ann hini a reaz Jezuz e kenver merc’h Jair ; rak Doue a denno hor c’herent euz ar purgator hag a zigoro d’ezho he varadoz.