Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/359

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 350 —

ober). Hen diskleriet am euz d’ehoc’h aziaraok. Ma lavarfent d’ehoc’h eta : Setu ar Christ el leac’hiou distro ; oe d’it ket d’he glask ; setu hen kuzet e korn ann ti ; ne zelaouit ket. Rak, ec’hiz ma teu al luc’hedenn euz ar Zao-Heol da bara e tu ar C’huz-Heol, evelse e c’hoarvezo donedigez Mab den. E pe leac’h bennag e vezo ar c’horf, eno ec’h en em zastumo ann ered. Mes, raktal goude trubuillou ann deiziou-ze, ann heol a denvalaio, al loar ne roio mui he sklerijenn, ar stered a guezo euz ann env, hag ann envou holl a vransello. Neuze, merk Mab den a zispako er c’hoabr, hag ann holl boblou euz ann douar a hirvoudo hag a velo Mab den o tont var goumoull ann env gant eur c’halloud hag eur c’hloar vraz. Hag e kaso he elez da zastum, dre vouez skillruz ann drompill, ann dud salvet (hag ar re all ive) euz pevar c’horn ar bed, a zindan bolz ann envou penn-da-benn.