cher pa en em gavaz diveac’hiet. Koulzgoude, e leac’h ober vad d’he nesa ec’hiz a ioa great d’ezhan he-unan, setu hen o lammet da c’houzoug eur zervicher all a dlie d’ezhan kant diner ; ha kaer en devoue hema pedi hag aspedi, ne reaz van ouz he glevet ; hag er c’has a reaz d’ar prizoun, ken n’en divije peurbaeet he zle.
Evel ar zervicherien a ioa eno, c’hui a vezo glac’haret hag o pezo kasouni ouz eunn den ken digaloun. Mont d’ober kement all d’he nesa evit ken nebeut a dra, ha c’hoaz goude ma’z euz pardounet d’ezhan kant ha kant guech muioc’h ! Mantruz eo, evit guir. Ha koulzgoude, diouallit na vec’h ket didamall hoc’h unan. C’hui zo henvel buez ouz ann den kriz-ze, pa c’houlennit beza digollet euz ann holl gaou o defe great ar re all ouzoc’h. Petra oc’h euz da rebech d’ezho e kichenn ann dismeganz oc’h euz c’hui great da Zoue ? Ha pa zeu ar roue madelezuz-ze da rei